Frederig Danmark (1753-1805)

Ur pennad Frederig Danmark zo ivez.
Ar priñs Frederig
Poltred ar rouanez Juliane von Braunschweig-Wolfenbüttel, mamm ar priñs Frederig, gant Vigilius Eriksen (1722-1782)

Ar priñs Frederig Danmark (ganet d'an 11 a viz Here 1753 e Kopenhagen, marvet d'ar 7 a viz Kerzu 1805 e Kopenhagen ivez) a oa mab d'ar roue Frederig V Danmark ha d'e eil pried Juliane von Braunschweig-Wolfenbüttel.

Eñ e oa ar mab nemetañ a chomas bev eus unaniezh Frederig V gant e eil pried. Nammet e oa.

Pa varvas ar roue Frederig V Danmark en 1766 e voe anvet e vab Christian VII, breur henañ Frederig, da roue. Met barradoù follentez en deveze ar roue yaouank. E gwirionez edo ar galloud adalek 1770 entre daouarn ar rouanez nevez Caroline Mathilde von Hannover hag he fried-kleiz Johann Friedrich Struensee, medisin ar roue. Levezonet e oa o folitikerezh gant mennozhioù ar frankizouriezh, ma savas an noblañsed en o enep.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search